Брэтонска-японская кніга-білінгва
Ni, izili an emsav-bed evit diorren an Esperanteg, yezh etrebroadel, a gomz, dre hanterouriezh an disklêriadur-mañ, ouzh an holl c’houarnamantoù, an holl aozadurioù etrebroadel hag an holl dud a youl vat, a zisklêr bezañ stag ouzh ar palioù termenet amañ dindan, hag a bed pep aozadur ha pep hinienn da zont da strivañ war an tu-se ganimp.
私たち、エスペラントの発展のための世界的な運動に加わる者たちは、この宣言をすべての政府、国際組織および良心ある人々に対して送り、ここに表明された目標に向けて私たちが不退転の決意をもって活動し続けることを宣言するとともに、それぞれの組織と個人とが私たちのこの努力に加わるよう呼びかける。
E 1887 e oa bet lakaet da raktres ober gant an Esperanteg evel yezh skoazell evit ar c’hehenterezh etrebroadel. Deuet eo buan da vezañ ur yezh vev, stank hec’h arlivioù. Abaoe ouzhpenn ur c’hantved ez a an Esperanteg en-dro ha tostaat a ra an dud an eil ouzh egile dreist an harzoù sevenadur ha yezh. Palioù he c’homzerien, e keit-se, n’eo ket bet kollet o fouez gante, ha talvezout a reont atav kement evit an amzer a-vremañ. N’eo nag implijout un nebeud yezhoù bro evel yezhoù etrebroadel, nag an araokadennoù teknikel war ar c’hehenterezh, nag ijinañ doareoù nevez da gelenn ar yezhoù hag a ray d’ar reolennoù amañ da heul bezañ sevenet, reolennoù diazez anezhe, en un urzh reizh hag efedus evit ar yezhoù.
エスペラントは、1887年に国際的コミュニケーションのための補助言語案として提唱された後、生命力と表現力に富んだ言語へと速やかな発達を遂げ、すでに一世紀以上にわたって言語と文化の壁を越えて人々を結びつける働きを果たしてきた。エスペラントの使用者たちが目指してきた理想は今なお重要性と現代的意義を失っていない。私たちは公正で効果的な言語秩序のためには以下に述べる原則が必須であると考えるが、いずれかの民族語を世界語として使用しても、また今後いかに通信技術が進歩し、新しい言語教育法が開発されるにしても、これらの原則を実現することはできないであろう。
1. Demokratelezh
1. 民主性
Enepdemokratel he diazezoù eo ur reizhiad kehentiñ hag a vez atav spletusoc’h evit keodedourien zo, hag a c’houlenn bloavezhioù a strivoù digant re all evit tizhout ul live izeloc’h a-fed efedusted. Daoust ma n’eo ket an Esperanteg ur yezh klok, evel an holl yezhoù, ez a kalz pelloc’h evite evel doare kehentiñ hag a lak an dud keit-ha-keit er bed.
あるコミュニケーションのしくみが、特定の人々には一生涯の特権を与える一方で、他の人々にはより低い段階の能力の獲得にさえ多年の努力をつぎ込むよう求めるなら、それは根本において反民主的なものである。エスペラントは、他の言語と同様に、完全ではないが、平等な全世界的コミュニケーションという領域では、どの競合する言語に比べてもはるかにまさっている。
Disklêriañ a reomp e vez degaset, gant an digempouez etre ar yezhoù, un digempouez kehentiñ e pep keñver, war an dachenn etrebroadel hag all. Hon emsav a stourm a-du gant un doare kehentiñ demokratel.
言語の不平等は、国際レベルを含めたあらゆるレベルにおいて、コミュニケーションの不平等を生み出すものであると、私たちは主張する。私たちの運動は民主的なコミュニケーションを目指すものである。
2. Un deskadurezh dreist ar broadoù
2. 民族性を超えた教育
An holl yezhoù kenelel zo stag ouzh sevenadurioù zo ha broadoù zo. Da skouer, gant ar skoliad a studio ar saozneg e vo dizoloet ivez ar sevenadur, an douaroniezh ha reizhiadoù politikel ar broioù ma vez saozneg enne, ha dreist-holl re ar Stadoù-Unanet hag ar Rouantelezh-Unanet. Ar skoliad a studio an Esperanteg avat a zizoloio ur bed hep harzoù ma vo en e vleud e pep bro.
民族語はそれぞれ特定の文化・国家と結びついている。例えば、英語を学習する生徒は英語圏の諸国、特にアメリカ合衆国とイギリスの文化・地理・政治について学ぶことになる。それに対してエスペラントを学習する生徒は、国境のない世界について学ぶのであって、そこではどの国も故国と見なされる。
Bez’ e lavaromp e vo roet dre ret ur sell ’zo war ar bed gant an deskadurezh en ur yezh ’zo. Hon emsav a stourm a-du gant un deskadurezh dreist ar broadoù.
いずれの民族語を用いた教育も特定の世界観に結びついていると、私たちは主張する。私たちの運動は民族性を超えた教育を目指すものである。
3. Efedusted a-fed kelenn
3. 教育上の効果
Nebeut-tre eus an dud a zesk ur yezh estren a zeu a-benn da vestroniañ anezhi e gwirionez. An Esperanteg avat a c’haller dont a-benn da gomz aes da vat, evit unan a zesk e-unan zoken. Studiadennoù a bep seurt a ziskouez eo talvoudus an Esperanteg da zeskiñ yezhoù all war-lerc’h. Erbedet eo bet ivez evel elfenn a-bouez e-barzh kentelioù da zigeriñ war ar yezhoù estren.
外国語を学習する人の中で、それを習得できる人の割合はごく低い。それに対してエスペラントの習得は独習によっても可能であり、他の言語を学ぶための予備的学習としての効果についてもさまざまな研究報告がある。また、生徒の言語意識を高めるための教科においてエスペラントを中核に位置づけるよう勧める声もある。
Lavarout a reomp e chomo atav ar yezhoù kenelel evel ur skoilh evit ar skolidi a c’hallfe koulskoude tennañ gounid eus un eil yezh.Hon emsav a stourm a-du gant un doare efedus da gelenn ar yezhoù.
民族語の学習は難しく、第二言語の知識があればそれによって益を受けるはずの多くの学習者にとって常に障害となり続けるであろうと、私たちは主張する。私たちの運動は効果的な言語教育を目指すものである。
4. Liesyezhegezh
4. 多言語性
Kumuniezh an esperantegourien zo unan eus an nebeud re er bed hag a zo div- pe liesyezhek o holl izili. Pep hini anezhe en deus strivet da zeskiñ ur yezh estren da nebeutañ betek ul live mat a-walc’h evit kehentiñ. Ha kement-se a ra da galzik anezhe deskiñ ha karout meur a yezh estren ha dre vras e tigor o bed hiniennel d’an dud.
エスペラントの共同体は、その構成員が例外なく二つ以上の言語を話すという、世界的規模の言語共同体としては数少ない例の一つである。構成員はそれぞれ、少なくとも一つの非母語を会話のできる程度まで学ぶことを自己に課している。多くの場合、このことは複数の言語に対する知識と愛着をもたらし、ひいてはその人の視野をより広くすることにつながっている。
Lavarout a reomp e tlefe gallout an holl re a gomz ur yezh bennak, ha pa vefe komzet gant kalz pe nebeut a dud, kaout an tu da zeskiñ un eil yezh ha d’ober ganti evel doare kehentiñ a live uhel. Hon emsav a stourm evit ma vefe roet an tu-se d’an holl.
どの言語の話し手にも、その言語の大小を問わず、コミュニケーションが可能な高い水準まで第二言語を習得する現実的な機会が与えられていてしかるべきだと、私たちは主張する。私たちの運動はその機会を提供するものである。
5. Gwirioù yezh
5. 言語上の権利
Disurentez a vez degaset war tachenn ar yezhoù gant an digempouez etre o nerzhioù, ha dre ar yezh ivez e vez gwasket en ur mod ul lodenn vras eus an dud er bed. E kumuniezh an Esperanteg en em gav an holl dud, ha pa gomzfent yezhoù kreñv pe get, ofisiel pe get, war un dachenn neptu a-drugarez d’ar youl da gas ar c’henemglev-se da benn. Ur c’hempouez a’r seurt-se etre gwirioù, kiriegezhioù ha kargoù ar yezhoù zou un andon evit klask disoc’hoù da gudennoù ar yezhoù ha d’an emgannoù etreze.
言語間に力の不平等があることは、世界の大部分の人々にとって、言語的な危機感をもたらし、ときには直接の言語的抑圧となっている。エスペラントの共同体では、母語の大小や公用・非公用を問わず、互いの寛容の精神によって、中立の場に集っている。このような言語における権利と責任の間のバランスは、言語の不平等や紛争に対する新しい解決策を進展させ評価するための先例となるものである。
Lavarout a reomp eo diasur, en abeg d’an digempouez etre ar yezhoù, gwarantiñ e vefe damantet an holl koulz-ha-koulz hep diforc’h ebet abalamour d’o yezhoù (evel ma c’houlenn ar skridoù etrebroadel). Hon emsav a stourm a-du gant ar gwirioù yezh.
いずれの言語にも平等な取り扱いを保証する旨が多くの国際的文書に表明されているが、言語間の力の大きな格差はその保証を危うくするものであると、私たちは主張する。私たちの運動は言語上の権利の保証を目指すものである。
6. Liested ar yezhoù
6. 言語の多様性
Ar gouarnamantoù stad a sell ouzh liested ar yezhoù evel ouzh ur skoilh d’ar c’hehentiñ ha d’an araokaat. E kumuniezh an Esperantegourien e weler kentoc’h un andon pinvidigezh ret ha dihesk. Gant se e tegas pep yezh, evel pep boud bev, he zalvoudegezh hag e tellez bezañ gwarezet ha skoazellet.
諸国の政府は往々にして世界における言語の多様性をコミュニケーションと社会発展にとっての障害とみなしがちである。しかし、エスペラントの共同体にとっては、言語の多様性は尽きることなく欠くことのできない豊かさの源泉である。したがって、それぞれの言語はあらゆる生物種と同様にそれ自身すでに価値があり、保護し維持するに値するものである。
Lavarout a reomp e vo kondaonet d’ar marv ar pep brasañ eus ar yezhoù er bed gant ar politikerezhioù kehentiñ hag araokaat ma ne vezont ket diazezet war an doujañs hag ar skoazell d’an holl yezhoù. Hon emsav a stourm a-du gant liested ar yezhoù.
もしコミュニケーションと発展に関する政策がすべての言語の尊重と支持に基礎を置くものでないならば、それは世界の大多数の言語に死を宣告するものであると、私たちは主張する。私たちの運動は言語の多様性を目指すものである。
7. Dishualañ an dud
7. 人間の解放
Gant pep yezh e vez kabestret ha digabestret o c’homzerien war un dro, en ur reiñ an tu dezhe da gehentiñ etreze hag en ur virout oute da gehentiñ gant komzerien all. An Esperanteg zo bet savet evit bezañ un doare kehentiñ a c’hall bezañ desket aes gant an holl ha mont a ra en-dro ar raktres bras-se evit dishualañ an dud, ur raktres a roy tu da bep keodedour da gemer perzh evel hinienn e kumuniezh mab-den, en ur virout e wrizioù yezh ha sevenadur, met ne vo ket harzet gante.
いかなる言語も、その使用者間のコミュニケーションを可能にすることによって人々を自由にしている一方で、他の人々とのコミュニケーションを阻害することによって不自由にもしている。全世界的なコミュニケーションの道具として立案されたエスペラントは、人間解放の大きな実際的事業の一つである。すなわち、すべての人が各自の地域文化や言語的独自性にしっかりと根ざしていながらそれに制約されず、人類の共同体にその一員として参加することを可能にする事業なのである。
Lavarout a reomp e tegas an unyezhegezh bevennoù d’ar frankizoù ezteurel, kehentiñ hag en em vodañ. Hon emsav a stourm a-du evit dishualañ an dud.
数ヶ国の民族語のみを使うことは自己表現やコミュニケーション、連帯の自由に対する障害となることが避けられないと、私たちは主張する。私たちの運動は人間の解放を目指すものである。
Prago, jul. 1996
Prago, jul. 1996
Рэклама